Atersadenn Roland MOGN evit NHU Breizh

Atersadenn Roland MOGN evit NHU Breizh

Roland MOGN zo louzawour ha yezhoniour.

Roland MOGN.
Aozet en deus PlantKelt (plantkelt.bzh ) gant skoazell Gwennole AR MENN, e karg enklaskoù e yezhoù keltiek er CNRS (1938-2009) ha Claude FIGUREAU, louzawour ha rener kozh Liorzh ar Plant e Naoned.

En abeg da betra ho peus krouet al load-se ?

Merzhet em boa, e kerzh va studioù, ne oa ket ar yezhoniourien louzawourien ampart ha, memes mod, al louzawourien ne oant ket holl mailhed war ar yezhoù. Neuze, tremenet ‘m eus un dezenn diwar-benn “anvioù plant Breizh e yezhoù kornog Europa“. Dre al load eo e vez kendalc’het gant al labour-kentañ-se kroget e 1985 hag a vez bouetaet bemdez abaoe 32 vloaz. Gant klaskerien eus ar bed-holl ha gant tud tomm ouzh ar plant e vez graet enklaskoù ennañ. Tu zo da zibab ar yezh-studi brezhoneg – galleg – saozneg. Teiryezhek eo ivez an displegadurioù war an anvioù brezhonek. Ha tregont yezh ha trefoedaj zo kinniget er stlennvon. Kavet e vo ennañ, hiziv, muioc’h a 368 000 dave.

roland

Gwez sivi – Arbutus unedo

Dre anvioù boutin ar plant e vez diskoachet tu al louzaouiñ pe tu speredel stag outo.
Ha traoù dedennus zo aze ?

Evit tu al louzaouiñ, adkavet e vo anvioù drougoù ha kleñvejoù “Louzaouenn an droug-skouarn” da skwer, evel e kalz yezhoù all. Met evit an tu speredel, ni zo mailhed war al “Louzaouenn Sant-Me-oar-me”. Ouzhpenn-se, 9 % eus an anvioù plant brezhonek vo adkavet er yezhoù predenek all, hag, a-wezhoù, en holl yezhoù keltiek arnevez pe kozh evel ar galianeg.

 

Gant pe anv plant oc’h bet chomet berr hag en amzivin ?

Gwennole en doa kavet al lavarenn-mañ en ur c’hannadig-parrez e Bro-Dreger :

Geotenn ar filibardenn
seizh brank hag un deodenn
an hini he zroc’h diwar flu
zo ur sapre falc’her

 

Chomet eo al lavarenn-se da dreiñ hag emdreiñ em fenn e-pad tri bloaz a-raok ma tarzho an diskoulm… e-kreiz an noz. Ha m’ho peus c’hoant da c’houzout pe blantenn eo geotenn ar filibardenn, kit da welet war PlantKelt… pe war Termofis o deus preizhet PlantKelt hep goulenn an aotre hag hep menegiñ o mammennoù.

plantkelt roland

Roland MOGN Plantkelt

A-benn ar fin, peseurt c’hoantoù ho pefe a-ziwar al load-se ?

Prederiet e vez bremañ a-benn ma emdroje al load davet ur stumm opensource. N’eo ket bet diskoulmet c’hoazh kudenn ar gwarantizoù, ken e lodenn al louzawourieh hag e lodenn ar yezhoniezh. Mod all, mat e vije din e emskrive kalz bretoned e PlantKelt. Padout a ra 20 eilenn, ne goust netra, met reiñ a ra pouez d’ul load brezhon anavezet er bed-holl.

Pep gwir miret strizh © NHU Breizh – 2017
Difennet eo eiladuriñ an testennoù hag ar skeudennoù ha pa ne vefe nemet ul lodenn. Gellout a rit rannañ ul liamm pe skrivañ deomp da redaction@nhu.bzh. Ma plij al lec’hienn-mañ deoc’h, skrivit ur gerig e traoñ ar bajenn ha rannit ar bajenn-mañ war ar rouedadoù sokial o klikañ war an arlunoù e liv.
Previous L'Irlande arrête le charbon et le pétrole ?
Next Le coquelicot et le bleuet à nouveau dans les champs bretons.

Á propos de l'Auteur

Patrick REGNAULT
Patrick REGNAULT 14 posts

J’ai travaillé comme paysagiste en Bretagne, Angleterre et depuis près de 20 ans en Australie. Ma profession est ma passion et j’espère pouvoir la partager avec vous.

Lisez les autres articles de cet Auteur ...

Vous pourriez aussi aimer

Anjela est vivante ! Un roman graphique considérable.

Anjela Duval. “Mes vers, je les écris avec le soc de ma charrue, dans la chair vivante de ma Bretagne, sillon après sillon, j’y dissimule des graines d’or”. L’association Mignoned

Penaos, c’est créer en Bretagne et en breton. Mais pas que …

Nicolas Gourvenec on. Gitarour e strollad rock Gris Sauvage ha kasour e skolaj Diwan Sant Ervlan. Abaoe pell am boa c’hoant deskiñ brezhoneg. Klevet am meus va zud kozeal pa

Légendes du diable en Bretagne

Quand on appelle le diable, on en voit les cornes, dit un adage… Légendes du diable en Bretagne L’idée d’un esprit du Mal – irréductible adversaire de l’esprit du Bien

Commentaires

Pas encore de commentaires ?

Vous pouvez être le premier/la première à commenter ce post.

Laissez votre réponse