Sommaire
War ar prantad tonkus-mañ eus istor Europa e c’halv Yes Breizh d’en em unaniñ an holl re a zo prest da ober ha da labourat evit ma vo Breizh mestrez war he zonkad.
Hon endalc’hioù
Ober a ra Yes Breizh gouestl da zisplegañ perak he deus Breizh un dazont dezhi he unan ha da lakaat ret-holl ar c’hraf-se e Breizh, e Frañs hag en Europa.
Tuadur spered Yes Breizh
Fellout a ra dimp ur Vreizh yaus, unanus, lañsus, doujus ha kalonek ac’hann da 2032.
Hon gweladur
Lankadoù trubuilh lerc’h-ouzh-lerc’h hag a-bep-eil gant lankadoù neuennerezh a gas da strewiñ an araezioù ha d’un amveziadur a zistabilded er par bedel, europat, gall ha breizhat.
Gant prederi, o tiazezañ war ar beziadoù hag ar fedoù, ha gant spered dervantiñ, e labour Yes Breizh gant poell hag a-genfeur gant ar skodoù a sell ouzh Breizh, hon bro.
Hon uniad, gant c’hoant ober hag ur spered digor, zo dezhañ da bal ivez lakaat deur, prederi (ha neket dastaolioù) da ziwanañ ha kensevel e-kichen Korsika, Euskadi, Andalousia, Bavaria, Katalonia ha dreist-holl Skos, Kembre, h.a. a rann ganimp hon stadadennoù, hon dervenoioù hag hon c’hoant da lakaat ur saviad politikel aet gaonac’h da emdreiñ.
Fellout a ra dimp lakaat termen d’un arc’hwel ha d’ur sistem eus un amzer all a zistruj hon barregezh da lakaat diskoulmoù embregel da dalvezout war al lec’h dirak an daeoù a dalomp outo hiziv hag a dalo outo warc’hoazh hon remziadoù hag ar re da zont.
Hon arbenn bezañ
Ober ha labourat evit ma vo Breizh mestrez war he zonkad.
Ar c’hefridiezhoù a zo hon re
Selaou an annezourion bad
Kompren o ezhommoù, o gortoz
Pleustriñ war diskoulmoù gwerc’hek hag uhelek
Displegañ hon degerzhioù, hon obererezh
Ober diouzh ezhommoù ha gortoz an dud
Hon barregezhioù kevarouezañ
Yes Breizh zo en e gichen arbennigourion anaoudek o deus prenet skiant start er micherioù a bleustront (gounezerezh, yec’hed, dezougen, h.a.)
Hon talvoudoù
Ar fealded
Al lealded
Ar gevionded
Ar galonegezh
Ar frankiz
Deuit davedomp war hon holl rouedadoù kevredigezhel
Facebook
X Twitter
Instagram
Linkedin
BlueSky
M’ hoc’h eus c’hoant gouzout hiroc’h a-zivout Yes Breizh : darempred@yesbreizh.bzh

Version en français
English version
